Strollad Labourerien Kurdistan
Deiziad krouiñ | 27 Du 1978 ![]() |
---|---|
Anv ofisiel | Partiya Karkêren Kurdistan ![]() |
Anv er yezh a orin | Partiya Karkerên Kurdistan ![]() |
Anv berr | PKK ![]() |
Prezidant | Abdullah Öcalan, Cemil Bayık, Hülya Oran, Murat Karayılan ![]() |
Stad | Turkia ![]() |
Luskad politikel | tu kleiz pellañ ![]() |
Lec'h diazez | Ziyaret ![]() |
Aozadur mamm | Koma Civakên Kurdistan ![]() |
Isaozadur | YDG-H ![]() |
Sez sokial | Silsilat Jibāl Qandīl, Kurdistan Irak ![]() |
SRGB color hex triplet | FF0000 ![]() |
Deiziad divodañ | 12 Mae 2025 ![]() |
Lec'hienn ofisiel | https://www.pkkonline.com ![]() |
Strollad labourerion Kurdistan (PKK, e kurdeg: Partiya Karkerên Kurdistan, pe KGK ez-ofisiel abaoe 2003), krouet e 1978 gant Abdullah Öcalan, zo ur strollad milourel dizalc'hour eus Kurdistan Turkia hag en em ginnig evel ul luskad gouvrezel a-enep d'al lu turk. Oberiant eo dreist-holl e Turkia, Siria, Iran ha muioc'h-mui en Irak.
Ideologiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Embann a reas ar strollad mennozhioù broadelour ha marksour-leninour da vare e grouidigezh. Neoazh, dileuskel a reas al leninouriezh e 2003. Da vare e grouidigezh e vize da gaout dishualded an tiriadoù kurdek e gevred Turkia. Goulenn a ra bremañ avat e vefe savet ur rannvro emren enbarzhet en ur reizhiad kevreadel, diskounaet ar rebelled (a vefe aotreet ivez da gemer perzh er vuhez politikel), ha divac'het Abdullah Öcalan a zo dalc'het er vac'h war enez Imrali, e gwalarn Turkia, abaoe 1999. Lakaet eo bet war roll an aozadurioù sponterion gant meur a vro[1].
Oberoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Enebiñ a ra ouzh Turkia en un doare milourel abaoe 1984. War-lerc'h un harz-tennañ etre 2000 ha 2004 ec'h adlañsas ar strollad ar gouvrezel a-enep da Durkia. E dibenn miz Ebrel 2025 en doa galvet Abdullah Öcalan da zivodañ ar PKK[2]. Kement-mañ a c'hoarvezas goude eskemmoù etre Devlet Bahçeli, kevredad ar prezidant turk Erdogan, hag ar strollad kurd, dre hanterouriezh ar strollad politikel DEM. E miz Mae 2025 e kemennas ar PKK e c'hoant d'en em zivodañ ha da zilezel e armoù[3].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) GROSJEAN Olivier, La révolution kurde, Le PKK et la fabrique d'une utopie, La Découverte, 2017, 258 p., ISBN 9782707188472
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) BOUVIER Émile, Le PKK prochainement retiré de la liste des organisations terroristes de l’Union européenne ?, Les clés du Moyen-Orient, 23/07/2021 (lennet d'an 12/05/2025)
- ↑ (fr) BOURCIER Nicolas, En Turquie, le chef kurde Abdullah Öcalan appelle à la dissolution du PKK, Le Monde, 28/02/2025 (lennet d'an 12/05/2025)
- ↑ (fr) En Turquie, le PKK annonce sa dissolution et la fin de la lutte armée contre le pouvoir, Le Monde, 12/05/2025